Arnaldo Otegi

Arnaldo Otegi Mondragon
Arnaldo Otegi
Arnaldo Otegi
Anv badez Arnaldo Otegi Mondragon
lesanvioù Ar Gerry Adams euskarat[1]
Deiziad ganedigezh 6 a viz Gouhere 1958 e Elgoibar, proviñs Gipuzkoa e bro Euskadi su
Bro Euskadi
Skourr Euskadi ta Askatasuna

Herri Batasuna
Euskal Herritarrok
Sortu

Micherioù Stourmer broadelour

Politikour

Arnaldo Otegi Mondragon a zo ur politikour euskarat, stourmer dizalc'hour. Mouezh ar strollad Sortu eo. Ganet eo d'ar 6 a viz Gouhere 1958 e Elgoibar, ur gêriadennig eus proviñs Gipuzkoa e bro Euskadi su.

Ul lisañs prederouriezh ha lizhiri a zo bet tapet gantañ. Dimezet eo ha daou vugel en deus.

Stourmer e oa er strollad Euskadi ta Askatasuna (ETA), skourr bolitikel-soudardel, ret e voe dezhañ kuitaat e vro ha terc'hout da Frañs e 1977. Harzet ha skarzhet e voe, ha lakaet etre daouarn ar servijoù surentez spagnol e 1987. Barnet e voe prim e Madrid ha kondaonet da 6 vloaz toull-bac'h. Dieubet e voe e 1990.

E 1997 e oa bet dilennet evel ezel e bodad ren da c'hortoz ar strollad Herri Batasuna.

Otegi a zo bet dieubet eus an toull-bac'h d'ar 1añ a viz Meurzh 2016[2]. An dieubidigezh a oa bet degemeret mat gant pennoù an tu kleiz abertzale, ha gant pennoù ar strollad Podemos ; kement-se a blanto reuz e-barzh ar strolladoù politikel all dreist-holl Ciudadanos, hag ul lod eus bed ar c'helaouiñ El Mundo e-penn[3].

  1. (fr) 1/03/2016 Liberation.fr gant François Musseau: Arnaldo Otegi, broadelour euskarat tremenet dre brezelour, peoc'hgarour ha toull-bac'h, a adkav ar frankiz .
  2. (fr) 1/03/2016 kazetenn Le Monde Ur penn broadelour euskarat o kuitaat an toull-bac'h
  3. (es) 2/03/2016 kazetenn El Mundo gant Luis Ángel Sanz Álvaro Carvajal "Pedro Sánchez a Pablo Iglesias: "Si quiere ir a elecciones, diga la verdad"

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by razib.in